Hag e varnin ac'hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac'hanout da wad va fulor ha va gwarizi.
Sant Ian 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c’hreiz, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz, |
Hag e varnin ac'hanout evel ma vez barnet an avoultrerezed hag a re a skuilh gwad. Hag e laoskin ac'hanout da wad va fulor ha va gwarizi.
Met tud reizh o barno, evel ma vez barnet avoultrerezed hag evel ma vez barnet ae re a skuilh gwad, rak avoultrerezed ez int ha gwad a zo war o daouarn.
Ar re a gavas anezhañ o tastum koad e zegasas da Voizez ha da Aaron, ha d'an holl vodadenn.
O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c’houlennas diganto pelec’h e tlee bezañ ganet ar C’hrist.
Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
O vezañ o degaset en o c’hreiz, e c’houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc’h eus graet kement-mañ?
Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec’h ozhac’h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec’h ozhac’h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n’eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.