Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Sant Ian 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec’h emañ da damallerien? Ha n’en deus den kondaonet ac’hanout? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi: Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe? |
Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.