Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Sant Ian 7:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Petra a zinifi ar gomz‐man, hen deuz lavaret: Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont? |
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c’hell un den bezañ ganet pa’z eo kozh? Hag e c’hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?
Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c’hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on.
Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.