Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
Sant Ian 6:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan. |
Den n’eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Hag e lavarent: N’eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder.