Sant Ian 6:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ho tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro hag ez int marvet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ho tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hag ez int marvet. |
rak an AOTROU en doa lavaret anezho: A-dra-sur e varvint er gouelec'h ha ne chomo ket unan anezho, nemet Kaleb mab Jefune ha Jozue mab Nun.
Hon tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro, hervez ma’z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
Hogen e fell din degas da soñj deoc’h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n’o doa ket kredet,
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.