P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
Sant Ian 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a bignas war ar menez hag ec’h azezas eno gant e ziskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a bignaz var ar menez, hag ec’h azezaz eno gant he ziskibien. |
P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
Jezuz, o vezañ aet ac’hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec’h azezas eno.
O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Pignat a reas war ur menez hag e c’halvas ar re a felle dezhañ. Dont a rejont d’e gavout.
War-dro eizh devezh goude ar c’homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ.
Jezuz, oc’h anavezout ez aent da zont d’e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.