Sant Ian 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P’o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes goude m’ho doe ranviet var‐dro pemp var‐n’ugent pe tregont stad, e veljont Jesus o vale var ar mor, hag o tostaad d’ar vag; hag e oent spountet. |
An AOTROU a zo galloudus el lec'hioù uhel, muioc'h eget mouezh an doureier bras, eget tarzhioù galloudus ar mor.
Da roeñverien o deus da gaset war an doureier bras. Avel ar sav-heol en deus freuzet ac'hanout e kalon ar morioù.
An dud-mañ a roeñve evit dont d'an douar, met ne c'hellent ket, rak ar mor a oa o fallaat en o enep.
Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d’ur vourc’h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem.
Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d’an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c’hourdrouzas ar spered hudur, a yac’haas ar bugel hag en roas d’e dad.
Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kêr, ha gwad a zeuas kuit eus ar veol betek bridoù ar c’hezeg, war un astennidigezh a vil c’hwec’h kant stadenn.
Ar gêr a zo pevar c’hornek, hag he hirder a zo kevatal d’he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn. He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal.