Sant Ian 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m’o doa debret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ho dastum a rejont eta, hag e oe karget daouzec paner gant an tammou euz ar pemp bara heiz a oa choumet en dilerc’h ar re ho doa debret. |
Amazia a lavaras d'an den a Zoue: Met penaos ober diwar-benn ar c'hant talant am eus roet da strolladoù Israel? An den a Zoue a lavaras: An AOTROU a zo evit reiñ dit muioc'h kalz.
Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc’h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet.
Bez’ ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?
Va Doue a bourvezo d’hoc’h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.