Sant Ian 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc’h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac’haet? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan: Ha te a fell d’id beza pareet? |
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
Ar c’hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne’m eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m’emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.