Sant Ian 5:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h. |
An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.
Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?
Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
Ar re holl o devo pec’het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec’het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.