Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan.
Sant Ian 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet, |
Lemel a reas kuit an uhellec'hioù, drailhañ ar peulioù, diskar an Asheraoù, ha bruzunañ an naer arem en doa graet Moizez, rak betek an deiz-se mibien Israel a lakae da vogediñ dezhañ; anvet e voe Nehushtan.
Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.
Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d’ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.
Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.