E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
Sant Ian 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ma ne gredit ket pa gomzan deoc’h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc’h eus traoù neñvel? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ma ne gredit ket, pa em euz komzet deoc’h euz traou an douar, penaos e credot‐hu mar komzan deoc’h euz traou an env? |
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
An avel a c’hwezh e-lec’h ma kar hag e klevez an trouz, met n’ouzout ket nag a-belec’h e teu na pelec’h ez a. Evel-se e c’hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren.
E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.