Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
Sant Ian 21:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An deirvet gwech e oa dija m’en em ziskoueze Jezuz d’e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hou‐man oa dija an deirved gwech m’hen em ziskoueze Jesus d’he ziskibien, goude ma oe resussitet a‐douez ar re varo. |
Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.
An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.