N'eus forzh, fellout a ra din redek! Neuze Joab a lavaras dezhañ: Red! Hag e redas Akimaaz dre hent ar blaenenn, hag e tremenas Kushi.
Sant Ian 20:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc’h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e redent ho daou assambles; mes an diskibl all‐ze a redaz buhannoc’h eged Per, hag a erruaz da genta e kichen ar bez. |
N'eus forzh, fellout a ra din redek! Neuze Joab a lavaras dezhañ: Red! Hag e redas Akimaaz dre hent ar blaenenn, hag e tremenas Kushi.
an aberzhour a sello ouzh ar gouli. Mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ennañ blev melen ha dister, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. An tagn eo, lorgnez ar penn pe ar barv.
Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas.
Ha n’ouzoc’h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d’e c’hounit.
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.