Sant Ian 20:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Mari Madalen a zeuaz da annonsi d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou, hag hen doa lavaret an traou‐ze dezhi. |
Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.
Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d’an ebestel.
Mamm Jezuz, c’hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc’he tost ouzh kroaz Jezuz.
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.