E servijerien a sammas anezhañ marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhañ, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.
Sant Ian 19:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa ul liorzh el lec’h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin‐ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e‐bed. |
E servijerien a sammas anezhañ marv war ur c'harr, hag en degasjont da Jeruzalem, hag e voe sebeliet en e vez. Ha tud ar vro a gemeras Joakaz mab Joaz, hag ec'h olevjont anezhañ, hag en lakajont da roue e-lec'h e dad.
Petra 'zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec'h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc'h!
hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den.
Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec’h eus e gaset kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.