Sant Ian 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) (Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var‐dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue. |
An deiz war-lerc’h a oa deiz goude ar c’hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat
Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c’hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
Bez’ e oa war-dro ar c’hwec’hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.
Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.