Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Sant Ian 18:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc’h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N’eo ket aotreet deomp lazhañ un den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro. |
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n’hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
Kement-mañ a c’hoarvezas evit ma vije peurc’hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.