Sant Ian 18:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d’an hini en doa Pêr troc’het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne’m eus ket da welet el liorzh gantañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag unan euz a zervicherien ar beleg‐braz, a oa euz kerent an hini a oa bet troc’het he skouarn dezhan gant Per, a lavaraz dezhan: Ha n’em euz‐me ket gwelet ac’hanoud ganthan er jardin? |
Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket.
Goude m’en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d’ar froud Kedron, e-lec’h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.
Simon-Pêr, a oa gantañ ur c’hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz.