Sara a nac'has, o lavarout: Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eñ a lavaras: Geo, c'hoarzhet ec'h eus.
Sant Ian 18:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Simon Per a oa eno, o tomma; hag e leverjont dezhan: Ha n’oud‐de ket ive euz he ziskibien? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz: N’oun ket. |
Sara a nac'has, o lavarout: Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eñ a lavaras: Geo, c'hoarzhet ec'h eus.
Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.
P’o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ.