Ar re o doa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec’h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
Sant Ian 18:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar beleg‐braz a interrojaz Jesus divarben he ziskibien, ha divarben he zoctrin. |
Ar re o doa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec’h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec’h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
Oc’h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d’e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.