Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Sant Ian 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen Simon Per, hag eun diskibl all, ho doa heulliet Jesus. Hag an diskibl‐ze a oa anavezet gant ar beleg‐braz; hag ec’h antreaz gant Jesus e palez ar beleg‐braz. |
Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.