Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech.
Sant Ian 18:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr, a oa gantañ ur c’hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Simon Per, a oa ganthan eur c’hleze, a dennaz anezhan, hag a skoaz ganthan mevel ar beleg‐braz, hag a droc’haz dezhan he skouarn deo; hag hano ar mevel‐ze a oa Malchus. |
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech.
Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.
Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d’ar prizon ha d’ar marv.
Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d’an hini en doa Pêr troc’het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne’m eus ket da welet el liorzh gantañ?