Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Sant Ian 17:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, abalamour ma’z int dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pedi a ran evithe; na bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ec’h euz roet d’in, rag d’id ez int. |
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec’has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c’haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma’c’h adsavin anezho a varv d’an deiz diwezhañ.
Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.
Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.