Sant Ian 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Anavezet o deus bremañ penaos kement ac’h eus roet din a zeu ac’hanout, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Breman ho deuz anavezet eo diganez e teu kement tra ec’h euz roet d’in. |
Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h.
Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.