Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c’hellent e glevout.
Sant Ian 16:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz a draoù all am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’oc’h ket c’hoazh evit o dougen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten. |
Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c’hellent e glevout.
N’ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc’h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont.
Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.