Hag e lavaran deoc’h-c’hwi va mignoned: N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha, goude-se, ne c’hellont ober netra ouzhpenn.
Sant Ian 15:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den e‐bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned. |
Hag e lavaran deoc’h-c’hwi va mignoned: N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha, goude-se, ne c’hellont ober netra ouzhpenn.
Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.