Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Sant Ian 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n’ouzomp ket pelec’h ez ez, ha penaos e c’hellfemp gouzout an hent? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Thomas a lavaraz dezhan: Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez; ha penaos e c’hellomp‐ni gouzoud an hent? |
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.
Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d’an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ.
Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez?