Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc’h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac’hanon.
Sant Ian 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan. |
Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc’h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac’hanon.
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
Met me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac’hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c’haset.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?