La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c’hourizas ganti.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

a zavaz diouz koan, hag a lammaz he vantel; hag o veza kemeret eul lienen, hen lekeaz en dro dezhan.

Ver Capítulo



Sant Ian 13:4
9 Referencias Cruzadas  

Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.


Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.


Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?


Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi?


Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N’eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.


Goude eta m’en doe gwalc’het o zreid dezho ha m’en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc’h?.


Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.


Kement-mañ eo an disklêriadur hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,