Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
Sant Ian 13:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h. |
Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.
Neuze e ziskibien a lavaras an eil d’egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma’z an da gavout an Tad?
Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c’haset, hag hini ac’hanoc’h ne c’houlenn diganin: Pelec’h ez ez?
o c’houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.