Met pa zeuas er-maez ne c’hellas ket komz outo, hag ec’h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut.
Sant Ian 13:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c’houlenn eus piv e komze. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Simon Per a reaz sin da he‐man da c’houlen diganthan divarben piou e komze. |
Met pa zeuas er-maez ne c’hellas ket komz outo, hag ec’h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut.
Hag e rejont sin d’o c’henseurted a oa er vag all da zont d’o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma’z aent d’ar foñs.
Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.
Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c’hwi a zouj Doue, selaouit!
P’en doe e aotreet d’ober, Paol en em zalc’has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d’ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c’hraet, e lavaras e yezh hebraek: