Sant Ian 12:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag an hini a wel ac’hanon a wel an hini an deus va c’haset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an neb a vel ac’hanoun, a vel an hini hen deuz va digasset. |
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.