Sant Ian 12:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c’hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl a oa eno, hag ho doa klevet, a lavare e rea kurun; re all a lavare: Eun eal hen deuz komzet outhan. |
D'an trede deiz, diouzh ar beure, e voe kurunoù, luc'hed, ur goabrenn dev war ar menez, ha son ur shofar tregernus. An holl bobl a oa er c'hamp a grenas.
An holl bobl a gleve hag a wele ar c'hurunoù, son ar shofar, al luc'hed, hag ar menez o tivogediñ. Ar bobl, o welout kement-se, a grene hag en em zalc'he pell.
Hag e veze klevet trouz eskell ar cherubined betek leurenn an diavaez, heñvel ouzh mouezh an Doue holl-c'halloudek pa gomz.
An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den.
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c’hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù.
Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc’hed hag ur c’hren-douar.