Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.
Sant Ian 11:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes lod anezhe a ieaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz dezhe petra hen doa great Jesus. |
Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.
Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset?
Unan bennak a zeuas hag a lavaras dezho: Setu, an dud hoc’h eus lakaet er prizon a zo en templ hag a gelenn ar bobl.