Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon.
Sant Ian 11:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c’hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c’hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz: Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan: Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze. |
Me zo un diavaeziad hag un ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d'ober ur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhañ a-zirazon.
Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.
Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù. Ehan
Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
rak ne lezi ket va ene e lec’h ar marv ha n’aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh.
d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?
Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.