Jezuz ne oa ket c’hoazh aet er bourc’h, met e oa el lec’h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout.
Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr.
P’he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c’halvas Mari he c’hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c’halv ac’hanout.
Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d’e gavout.