Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d’e gavout.
Kerkent ha ma klevaz hou‐man kement‐se, e savaz diouc’h‐tu, hag e teuaz d’he gavoud.
Va c'halon a lavar din eus da berzh: Klask va dremm! Me a glask da zremm, o AOTROU!
Laouen eo un den pa respont gant e vuzelloù, ha pegen mat eo ur gomz lavaret e koulz!
Evel ma vez lemmet an houarn gant an houarn, evel-se eo lemmet un den gant un den all.
P’he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c’halvas Mari he c’hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c’halv ac’hanout.
Jezuz ne oa ket c’hoazh aet er bourc’h, met e oa el lec’h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.