Salm David. Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, kanañ a rin da veuleudioù dirak Doue.
Sant Ian 10:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: Ha n’eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhe: Ha n’eo ket scrivet en ho lezen: Lavaret em euz: C’houi a zo doueou? |
Salm David. Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, kanañ a rin da veuleudioù dirak Doue.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Sell! Da lakaet em eus evel un doue da Faraon, hag Aaron da vreur a vo da brofed.
Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.
Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d’ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac’hanon, eme an Aotrou.