Met an devezhour n’eo ket ar mesaer hag an deñved n’int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec’h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
Sant Ian 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An devezhour a dec’h, abalamour ma’z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar mevel a dec’h kuit, abalamour ma’z eo mevel, ha ma n’hen deuz ket a zourci euz an denved. |
Met an devezhour n’eo ket ar mesaer hag an deñved n’int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec’h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
Neuze an holl C’hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.
Ha me a garfe e vefec’h hep nec’hamant. An hini n’eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d’an Aotrou,
Rak ne’m eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac’hanoc’h,