La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Galated 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes ra zeui pep hini da amprouv he oberou he‐unan, ha neuze hen devezo leac’h d’en em veuli enhan he‐unan, ha nann ouz en em gompari gant ar re all;

Ver Capítulo



Galated 6:4
17 Referencias Cruzadas  

Ha pa lazhfe ac'hanon, ennañ em befe esperañs, hag e talc'hfen va hentoù dirazañ.


AOTROU, va furch ha va amprou, evesha ouzh va lounezhi ha va c'halon!


An hini a zo tuet fall a galon a vo leuniet gant e hentoù, met an den mat a vo leuniet gant ar pezh a zo ennañ e-unan.


Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.


Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.


Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.


An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.


Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.


evit m’ho po ennon, dre va distro en ho touez, ul lec’h d’en em veuliñ gant leunder e Jezuz-Krist.