Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!
Galated 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen e lavaran penaos keit ha ma’z eo an heritour bugel, n’eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma’z eo mestr a bep tra, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, me a lavar penaos, keit ha ma’z eo an heritour eur bugel, ez eo henvel en pep tra ouz eun esclav, petra‐benag ma’z eo mestr var pep tra; |
Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!
Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ.
Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c’hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa.
hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c’hig, evel-se emañ ivez bremañ.
an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.