Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Galated 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met ne oan ket anavezet dre va dremm gant Ilizoù Judea a zo e Krist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes na oann ket anavezet euz va bisach gant Ilizou ar Jude pere a zo er C’hrist. |
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c’hourc’hemennan en holl Ilizoù.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Rak c’hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc’h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc’h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: