Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Galated 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klevet hoc’h eus penaos e oa gwechall va c’hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag klevet hoc’h euz divarben va c’homportamant gwech‐all er relijion judeo; gant pegement a arrach e persecuten Iliz Doue, hag he distrugen; |
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez had o teurel anezho er prizon.
Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n’eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c’halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c’has ereet d’ar veleien vras?
Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniñ gant an diskibien, met an holl o doa aon araozañ, dre na gredent ket e oa un diskibl.
rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n’on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.
me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.