Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.
Filipiz 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned me, amdroc’het d’an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) me, pehini a zo bet circonciset an eizved devez, euz a lignez Israel, hag euz a dribu Benjamin, eun Hebreat, ganet euz eun Hebreat; evit ar pez a zell al lezen, eur Farizian; |
Un tec'her a zeuas da lavarout da Abram an Hebread. Eñ a oa o chom e dervennoù Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa un emglev gant Abram.
En oad a eizh deiz, pep par a vo amdroc'het en ho touez a-hed ho rummoù, kenkoulz an hini a zo ganet en ti, evel an hini prenet gant arc'hant digant un diavaeziad bennak na vo ket eus da ouenn.
Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.
Eno ganeomp e oa un den yaouank hebreat, servijer penn ar warded, hag e lavarjomp dezhañ hon huñvreoù hag o displegas deomp. Reiñ a reas da bep hini un displegadenn hervez e huñvre.
Hag e lavaras: Hebread ez on. Doujañ a ran an AOTROU, Doue an neñvoù, an hini en deus graet ar mor hag ar sec'h.
O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc’hañ ar bugel, e c’halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc’hañ ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael a-raok ma oa koñsevet er c’hof.
Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m’emaoc’h-c’hwi holl hiziv.
Met, o c’houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d’an esperañs ha d’an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac’hanon.
En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C’hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.
Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N’eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.
Hag Hebreed int? Bez’ on ivez. Hag Israeliz int? Bez’ on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez’ on ivez.
Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.