Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.
Ester 9:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e proviñsoù ar roue, en em zastumas hag en em zalc'has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg. |
Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.
Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,
Ar Yuzevien en em zastumas en o c'hêrioù, dre holl broviñsoù ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c'holl. Ha den ne c'helle derc'hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloù.