Ester 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue Asueruz a lavaras d'ar rouanez Ester ha d'ar Yuzev Mardoke: Setu, roet em eus ti Haman da Ester, ha krouget eo bet d'ar post-kroug dre m'en doa astennet e zorn a-enep ar Yuzevien. |
Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.
Hag Harbona, unan eus ar spazhidi, a lavaras dirak ar roue: Setu, ar post-kroug en deus graet Haman evit Mardoke, an hini en deus komzet evit mad ar roue, a zo savet e ti Haman, uhel a hanter-kant ilinad. Ar roue a lavaras: Ra vo krouget eno.
En deiz-se, ar roue Asueruz a roas d'ar rouanez Ester ti Haman, gwasker ar Yuzevien. Ha Mardoke a zeuas dirak ar roue, rak Ester he doa disklêriet piv e oa dezhi.
An den mat a dreuzkaso e hêrezh da vibien e vibien, met pinvidigezhioù ar pec'her a zo miret evit an den reizh.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,