La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Ester 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue.

Ver Capítulo



Ester 8:5
9 Referencias Cruzadas  

Ar roue a garas Ester muioc'h eget an holl wragez, hi a gavas gras ha madelezh dirazañ muioc'h eget an holl werc'hezed. Lakaat a reas ar gurunenn roueel war he fenn, hag e reas anezhi rouaned e-lec'h Vasti.


Hag ar plac'h yaouank a blijo d'ar roue a reno e-lec'h Vasti. Kement-se a blijas d'ar roue, hag e reas evel-se.


Goude an traoù-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl briñsed a oa gantañ.


Mar em eus kavet gras dirak ar roue, ha mar kav mat ar roue reiñ din va goulenn hag ober hervez va c'hoant, ra zeuio ar roue gant Haman d'ar fest a aozin evito, ha warc'hoazh e rin hervez ar pezh en deus lavaret ar roue.


Ar rouanez Ester a respontas o lavarout: Mar em eus kavet gras dirazout, o roue, ha mar kav mat ar roue, ra vo roet din va buhez hervez va goulenn, ha va fobl hervez va c'hoant!


Bremañ e pedan ac'hanout, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, gra din anavezout da hentoù; ra anavezin ac'hanout evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. Evesha ivez penaos ar bobl-mañ eo da bobl.


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


ha lavaret en deus: Mar plij, va lez da vont, rak bez' ez eus un aberzh-tiegezh e kêr, ha gourc'hemennet en deus din va breur en em gavout eno; bremañ eta, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ez in da welout va breudeur. En abeg da-se eo n'eo ket deuet ouzh taol ar roue.