Ester 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,
Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù.
Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d'an trizekvet deiz ha d'ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d'ar pemzekvet, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.
Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.
Ne vo ket degaset koad eus ar parkeier, ne vo ket troc'het koadegoù, rak e raint tan gant an armoù-se. Diwiskañ a raint ar re o doa o diwisket, hag e preizhint ar re o doa o freizhet, eme an Aotrou AOTROU.