La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Ester 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag ar roue Asueruz a gomzas ouzh ar rouanez Ester o lavarout: Piv eo, ha pelec'h emañ an den en deus kredet en e galon ober kement-se?

Ver Capítulo



Ester 7:5
5 Referencias Cruzadas  

Izaak a grenas gant un trid-kalon hag a lavaras: Piv eta eo an hini en deus kemeret jiber ha degaset din? Debret em eus a bep tra a-raok ma teujout, hag em eus e venniget hag e vo benniget.


Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiñ ar c'holl evit ar roue.


Hag Ester a lavaras: Ar gwasker hag an enebour eo an den fall-mañ, Haman. Hag Haman a voe spontet dirak ar roue hag ar rouanez.


An douar a zo lakaet etre daouarn ar re zrouk. Eñ eo a c'holo daoulagad ar re a varn; ma n'eo ket eñ, piv eo?


Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?